Baleadenn e Gwiseni
01/02/25 : Baleadennoù en natur : deuit da zizoleiñ ar mirva nevez e Gwiseni
D’ar Sadorn kentañ a viz C’hwevrer e vezo lidet Dervezh etrevroadel an tachennoù gleb. Kinnig a ra kumun Gwiseni dizoleiñ, pe dizoleiñ en-dro, an tachennoù naturel a zo er gumun ha kaozeal diwar-benn ar raktres mirva rannvroel nevez.
- [e galleg] etre 10e ha kreisteiz : gant ho taoulagad lemm, deuit da sellet ouzh laboused ar C’hurnig. Klasket e vezo kompren gwelloc’h petra eo un dachenn c’hleb. Gellet a reoc’h ivez sevel goulennoù diwar-benn ar raktres « Mirva Naturel ». An emgav a zo lakaet e straed ar besketerien (rue des pêcheurs). Ma fell deoc’h, e c’hellit dont gant ho piknik evit astenn ar gaoz gant an dud (diouzh an amzer, klasket e vezo goudor e Ti an Dig Nevez).
- [e brezhoneg] etre 2e ha 4e : baleadenn en natur heñchet gant Nicolas Calvez-Loncle. Digor d’an holl. Deuit da sellet ouzh laboused an aod ha gouzout hiroc’h war ar Mirva Naturel da zont ! Emgav straed ar besketerien. Rue des pêcheurs.