Skritelloù Fañch - le graphisme de Fañch Le Henaff

F. An Henaff zo bet ganet e 1960 e Kemper. Studiet ’n eus e Skol an arzoù-kaer e Naoned. Abaoe 1985 eo grafour war e anv ha sevel a ra skritelloù o tennañ d’ar vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.

Fañch An Henaff zo bet ganet e 1960 e Kemper. Studiet ’n eus e Skol rannvroel an arzoù-kaer e Naoned, e Rann ar C’helaouiñ dre sell, etre 1979 ha 1984. Un diplom graferezh (DNSEP) en deus tapet e 1984.

Bet eo o studiañ e-pad ur bloavezh (1984-1985) e Akademiezh an arzoù-kaer e Wroclaw (Polonia), e Kevrenn an Arzoù grafek.

Abaoe 1985 eo grafour war e anv staliet e Lokorn (Kerne) ha sevel a ra skritelloù o tennañ d’ar vuhez sevenadurel ha sokial e Breizh.

Meur a ziskouezadeg hiniennel hag a-stroll a zo bet un tamm e pep lec'h dre ar Bed. Emañ skritelloù Fañch e dastumadegoù meur a virdi ha levraoueg.

"Skeudennoù - images et points de vue" a zo titl e levr nevez deuet er-maez (2019) e ti-embann Locus Solus.

A propos du lieu