logologo
HelpLoading...
Wednesday 5 April 2023, 15:00Passed
Registration
 06 08 24 80 26
April 2023
Wednesday 5
15:00 - 17:00
Accessible to the motor impaired

L'Atelier

Rue Jeanne D'Arc 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Kafe Brezhoneg gant Rozenn Milin

Penaos eo deuet yezh an holl da vezañ yezh ar vezh ?
Wednesday 5 April 2023, 15:00Passed
Registration
 06 08 24 80 26
TAV LEON

Setu titl ar brezegenn a vo roet e Lesneven ( 05/04) gant Rozenn Milin, kazetennerez, sevenerez filmoù, doktor es-lizhiri, ha nevez soutenet ganti un dezenn añvet « Du sabot au crâne de singe, histoire, modalités et conséquences de l’imposition d’une langue dominante – Bretagne, Sénégal et autre territoires »). Anvet eo bet ivez Rozenn prezidantez Kuzul sevenadurel Breizh, nevez zo.

Unan eus ar cheñchamantoù brasañ a zo bet e Breizh-Izel en XXved kantved a zo a dra-sur ar cheñchamant yezh. Betek ar bloavezhioù 1950-1960 e oa ar brezhoneg yezh al lodenn vrasañ eus er familhoù war ar maez, hag a veze treuskaset gant an holl eus an eil rummad tud d’egile aboe kantvedoù ha kantvedoù. Hanter kant vloaz goude ne vez komzet brezhoneg bemdez nemet gant un niver bihan a dud, ha c’hoazh, al lodenn vrasañ diouto a zo tud war an oad. Ar pezh a oa ordinal gwechall - kaozeal brezhoneg ha galleg - a zo deuet da vezañ bremañ dreist-ordinal.
Perak, neuze, he deus ur bobl a-bezh cheñchet yezh a greiz holl ? Penaos eo bet kendrec’het an holl en ur rummad tud - ar re a zo deuet da vezañ kerent er bloavezhioù 1950-1970 - da nac’hañ kaozeal brezhoneg, o yezh-vamm, gant o bugale ? Peseurt pouez o deus bet ar skol hag ar “vuoc’h” war ar poent-se ? Ha perak eo bet disheñvel e broioù Afrika, ‘lec’h ma ‘z eus bet deus ar “simbol” gast ivez, hag ez eo chomet bev yezhoù ar vro en despet da se ?
Danvez a zo da dabutal.

Organisateur
No input

About the location

L'Atelier
Rue Jeanne D'Arc 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Contact administrators