logologo
AideLoading...
Mercredi 15 mai, 18h30Passé
Conditions
Digoust
Mai 2024
Mercredi 15
18:30 - 19:30

Centre Théo le Borgne, Landerneau

1 rue du Docteur Pouliquen 29800 Landerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Bodad Lenn - Gant Yann Bijer

Kejadenn gant ar skrivagner Yann Bijer evit eskemm diwar-benn e levr “Ar peñsead”
Mercredi 15 mai, 18h30Passé
Conditions
Digoust

Kejadenn gant ar skrivagner Yann Bijer evit eskemm diwar-benn e levr “Ar peñsead”
Ti-embann : Al Liamm
Diveradenn :
Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro-Spagn.
Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit gant ar chaluter Huerta. Tapet en ur gorventenn e ra peñse ar chaluter e-kichen Keriti-Penmarc’h.
Repu ha labour a gav Antonio er Vro-Vigoudenn a-drugarez d’e vignon Per Palud. Ne c’hell ket distreiñ d’e vro avat rak aloubet eo Europa gant armeoù an Trede Reich.
« Da betra chom bev ma n’out ket e-barzh da frankiz ? » Setu aze tre dodenn pennañ ar romant : stourm groñs a ranker ober ouzh ar faskouriezh hag ouzh kement nerzh hud a lak frankiz an dud hag an demokratelezh en arvar

📅 D'ar Merc'her 15 a viz Mae
🕐 6e30 noz
📌Kreizenn Theo Le Borgne - Landerne
Eskemm e brezhoneg
Digoust evit an izili (Emelezadur : 15€)

À propos du lieu

Centre Théo le Borgne, Landerneau
1 rue du Docteur Pouliquen 29800 Landerneau
  • Finistère
  • Bretagne