E miz Meurzh, me a lenn Breizh
Emglevioù Bro ar Mor Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer perzh en degouezh « Me ‘lenn Breizh e miz Meurzh »
Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo miz Meurzh e Breizh. An emglevioù-bro é labourat àr dachenn sevenadur ha yezhoù Breizh er Mor-Bihan, get sikour Kuzul an Departamant, a ginnig deoc’h kemer perzh en degouezh « Me ‘lenn Breizh e miz Meurzh ».
Biskoazh aesoc’h an traoù , trawalc’h eo lenn ul levr é tenniñ da Vreizh / d’ar brezhoneg / d’ar gallaoueg e-pad ar miz ha ranniñ ho soñjoù ; evit kement-se, kasit deomp ur foto àr hor pajenn Facebook pe Instagram, peotramant d’ar chomlec’h : emglevioù56@gmail.com
Tennet ‘vo d’ar sord un nebeut kinnigoù e-mesk ar re bet kaset deomp ; lan a draoù ‘vo da c’hounit. Lennadennoù bourrus deoc’h-holl ha bec’h d’al levrioù !
Aozet get Ti ar Vro Gwened ha mediaouegoù ‘zo er c’hornad ; Ti Douar Alre, Ti ar Vro Bro Pondi, Emglev Bro an Oriant ha Raok.
En Mars, je lis la Bretagne
Les Ententes de pays du Morbihan, en collaboration avec le Conseil départemental, vous invitent à participer au nouveau temps fort “En mars, je lis la Bretagne”.
Mars est le mois de la langue bretonne et du gallo en Bretagne. Les Ententes de pays, fédérations langues et culture bretonnes du Morbihan, en collaboration avec le Conseil départemental, vous invitent à participer au nouveau temps fort " En mars, je lis la Bretagne".
Le principe est simple, il s'agit de lire au moins un ouvrage sur la Bretagne et/ou en breton/gallo durant le mois de mars, puis de partager votre coup de coeur. Pour faire connaitre le livre qui vous a plu, adressez-nous une photo via nos différents réseaux sociaux ou en nous écrivant à l'adresse suivante : emgleviou56@gmail.com.
Un tirage au sort aura lieu à la fin du mois, avec de nombreux lots à gagner. Nous vous souhaitons de belles lectures et avons hâte de connaître vos coups de coeur !
Organisé par Ti ar Vro et plusieurs médiathèques du territoire ; Ti Douar Alre, Ti ar Vro Bro Pondi, Emglev Bro an Oriant et Raok.