Marc'had artizanel Breizh
Ur marc'had artizanel Breizh a zo aozet evit Gouel Breizh. Deuit da zizoloiñ artizaned hag arzourien eus ar Vro ha kemerit perzh e-barzh an darvoudoù kinniget deoc'h d'an deiz-se.
Dimanche 26 mai 2024, 11h00Passat
Aménagements à l'accessibilité
Handicap moteur
Telenn a zo o aozañ he marc'had artizanel Breizh bloaziek. D'ar Sul 26 a viz Mae e vo aozet ur march'ad gant artizaned hag arzourien eus ar Vro evit Gouel Breizh. Ar bloaz-mañ an darvoud a vo lec'hiet e-kichen al lezvarn e Park ar Pourmenadennoù. Ar marc'had a vo buhezet gant darvoudoù evel ar genstrivadeg paledoù aozet gant Diwan Sant-Brieg, un arvest straed evit gouel Meliaj aozet gant Kenleur, un diskouez gouren a vo aozet ivez gant Skol Gouren Sant-Brieg hag unan evit ar penn-baz gant ar gevredigezh Avé les Bretteurs. Neuze, emgav d'ar 26 a viz Mae etre 11e ha 6e noz evit tremen un devezh leun a blijadur o tizoloiñ pinvidigezh talantoù an artizaned hag arzourien eus Breizh.
Marc'had, Arzourien, Penn-baz, Dañs, Kenstrivadeg, Paledoù, Gouren, Artizaned