Filmoù-Chakod : Kino e Plougerne
48e evit sevel ur (sapre) film-chakod war an tem "Tro ar Bed"
4 et 5 mars 2023Passat
Daoulagad Breizh
Savit ur film-chakod !
Savit ur film-chakod e Plougerne e korf 48 eurvezh gant mignoned ha sikour Kaou Langoët eus Morzhol Prod !
Petra eo ur film-chakod ??
- 3 vunutenn
- E brezhoneg istitlet e galleg
- Filmet gant dafar bihan a c’hell mont e-barzh ur chakod
- Un tem : Tro ar Bed
- Ur genstrivadeg : Ar filmoù a zo da gas a-raok ar 28 a viz Meurzh
- Ur Chakod Noz evit votiñ evit ar Sardinenn aour e Teiz d’ar 5 a viz Mae !
- Lugan ar genstrivadeg : ober eus ar gwellañ gant netra, ober gwelloc’h c’hoazh gant neubeud a dra met en ober bremañ gant dafar chakod !
Penaos vo aozet an traoù ?
- Sadorn 4 a viz Meurzh - Devezh skrivañ & filmañ
Emgav da 9e evit ur prantad kinnig hag eskemm tro-dro d'ur banne kafe, a-raok mont da labourat war ho raktres.
- Sul 5 a viz Meurzh - Devezh frammañ
Emgav tro 9e evit ur banne kafe a-raok loc'hañ gant labour frammañ ar filmoù. Skignet e vo ar c'hrouidigezhioù da 5e, dirak ar perzhidi hag an dud pedet ganto !
- Dafar : kasit ganeoc'h ho pellgomzer, benveg-foto evit filmañ, ho urzhiataer evit frammañ, hag an dafar a soñj deoc'h kaout ezhomm evit sevel ar film. Hervez an ezhommoù e vo tu prestiñ dafar deoc'h (son, frammoù...)
- Boued : degasit ho poued ganeoc'h, kafe & kouignoù a vo war al lec'h.
film, kino, seveniñ, krouiñ, brezhoneg