Banne e brezhoneg
Un digarez evit evañ ur banne ha kaozeal
Samedi 26 octobre, 18h00Passat
En em soñjet o deus un nebeut tud e Landeda ne vefe ket fall en em welet ur wech an amzer evit toullañ kaoz en ostaleuri. Mat kenañ ! Digor eo An Escale e Landeda evit pakañ banneoù. An holl dud a zo pedet evel-just, tud barrek pe o varrekaat e brezhoneg.
An taol kentañ a vezo d'ar sadorn 26 a viz Here ! Da 6e e ostaleuri An Escale, Ar Palud e Landeda