A vouezh uhel + La langue bretonne : miz an teulfilm
Daou deulfilm diwar-benn ar brezhoneg
Mercredi 13 novembre, 20h15
Diverradenn : Gant « A vouezh uhel » e reer un tamm hent asamblez gant Quentin, muzisian ha komedian yaouank. 30 vloaz eo, tremenet dre ar skolioù Diwan. Un liamm luzhiet en deus gant ar brezhoneg desket gantañ pa oa bihan hep ma vefe e yezh-vamm. Hiziv e ra advouezhiañ hag e c’hoari e brezhoneg met n’en em sant ket stourmer. Ar sevenerez Bleuenn ar Borgn he deus heuliet anezhañ e-pad meur a vloavezh. Gant ar skiant prenet hag an dud en em gav ganto, e klask Quentin e idantelezh ha tamm-ha-tamm e teu sklaeroc’h dezhañ plas ar brezhoneg en e vuhez.