Sonadeg Idrissa Kouyate
Deuit d'en em soubañ e bed sonerezhel Idrissa, ur mestr war ar KORA, an delenn 21 kordenn meurdezus-se a son e kreiz Afrika ar C'hornôg. Ganet e-touez ur lignez grioted brudet, Idrissa a zo bet lusket gant tonioù ha luskoù ar sonerezh hengounel Mandinka, treuzkaset a rummad da rummad gant mouezhioù e hendadoù.
Hiziv an deiz e laka Idrissa an hêrezh pinvidik-se da vevañ en-dro dre adwelet ar roll-sonerezh boutin ha dre lakaat e grouadurioù dezhañ ennañ. E sonerezh, afrikan-tre, zo ur veaj fromus a sach hag a strob. A-wechoù e vez livet gant arlivioù ar blues, ar reggae hag heklevioù ar c'hornôg, o krouiñ ur sinfonienn dibar a dremen dreist an harzoù.
Laoskit ac'hanoc'h da vezañ kaset gant sonerezh Idrissa, ur meskaj hengounel ha nevez, a zo un enor bev d'an hêrezh sonerezhel afrikat.