Fest ar vugale : pezh-c'hoari margodennoù
Pezh-c'hoari “An Ti Kamm“, gant Strollad La Obra.
Samedi 31 janvier 2026, 16h00

Emañ Alfonso o vevañ en ur vro faltazius, ur bed hag a lak da soñjal en Amerika ar su er bloavezhioù hanter-kant. Simpl ha barzhonius eo kinkladurioù an arvest, e-giz bro Alfonso. Emañ o vevañ en ur gumuniezh paour a-walc’h.
Du-se, pep hini en deus un ti adal e zek vloaz. Met unnek vloaz eo Alfonso dija, ha n’en deus kavet ti ebet : ne chom nemet un devezh dezhañ evit kavout anezhi a-raok gouel bloaziek an tiez. Goapaet gant ar vugale all ez a da guzhat er c’hoad. Er mare trist-se e kej gant un ti. Divoutin eo houmañ : ront, kamm, n’eus nemet daou droad gantañ e-lec’h pevar. Daoust da c’hoarzhadennoù ar vugale all, hag anken e vamm Maria, Alfonso a ziviz da vont da vevañ en ti. Met ur gorventenn spontus a zo o tont...
Rumm : Teatr margodennoù
Padelezh : 45 min
Arvesterien : Evit an holl (adalek 3 vloaz)
Yezhoù : e brezhoneg pe e galleg pe divyezhek
Komedianed : Manuella Flouriot de Fontennelle & Simon Le Pape
Leurenniñ : Dominique Apert
Krouadenn sonerezh : Sabine Corre
Kinkladurioù ha margodennoù : Dominique Apert
Produiñ : Strollad La Obra et La P’tite Semelle
Fête des enfants : théâtre de marionnettes
Pièce de théâtre “An Ti Kamm“ avec la compagnie Strollad La Obra.
Samedi 31 janvier 2026, 16h00