logologo
AjudaLoading...
Mercredi 26 février, 16h00Passat
Febrièr 2025
Dimècres 26
16:00 - 18:00

Leurenn Glenmor - Espace Glenmor

Rue Jean Monnet, Kerampuilh, 29270 Carhaix-Plouguer
  • Finistère
  • Bretagne

Teatr e brezhoneg : Mont a raio kuit

Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h ur pezh-c’hoari skrivet ha leurennet gant Goulc’han Kervella : Mont a raio kuit.
Mercredi 26 février, 16h00Passat

Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ.

Skrivet gant Goulc’han Kervella
"War c’houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c’hoari-mañ : e vab, 18 vloaz, a oa klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni. Seizh vloaz war-lerc’h e oa en em zistrujet. C’hoant en doa an tad e vefe savet ur pezh-c’hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhañ da harpañ ouzh ar glac’har hag ivez, marteze, ar re yaouank, klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ." Goulc’han Kervella

Leurenniñ : Goulc’han Kervella

Gant :
Maxime L’Hostis : Erwan, ar Mab
Didier Porchel : An Tad (evit ar pezh e galleg)
Goulc’han Kervella : An Tad (evit ar pezh e brezhoneg)
Nicole Le Vourc’h : Ar Vamm
Gwennaig Foulon : Ar Vedisinerez
Anna Morvan : Mignonez Erwan
Nathan Quenault : Ar Mestr

Kinkladur : Didier Porchel, Nathan Quenault
Gouloù : Egareg Kervella
Son : Egareg Kervella
Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré

C'hoariva

À propos du lieu

Leurenn Glenmor - Espace Glenmor
Rue Jean Monnet, Kerampuilh, 29270 Carhaix-Plouguer
  • Finistère
  • Bretagne