logologo
AjudaLoading...
Samedi 21 octobre 2023, 09h30Passat
Octòbre 2023
Dissabte 21
09:30 - 17:30

Master klas kontadennoù

Master klas kontadennoù hengounel e brezhoneg e 2023 kaset gant Awenn Plougoulm, Alan Tudoret, William Landin ha reoù all...
Samedi 21 octobre 2023, 09h30Passat

Un astenn da zevezhioù 2021 ha 2022 ha d'an atalier kaset e miz Gouere tremenet e-ser KEAV. Teñzor ar c'hontadennoù hengounel - eus Breizh ha pelloc'h ; doareoù da gontañ hiriv hag e brezhoneg ; embregiñ kevret ; dizoloiñ teknikoù... Bezañs konterion ha konterezed anavezet (F. Chauffin, D. Carré…) Tri atalier arbennik.
Da glozañ an devezh : un abadennig kaset gant ar berzhidi, digor d'an holl.

TRI ATALIER ARBENNIK :
1. Awenn Plougoulm : Breizhekaat kontadennoù a-bell-vro (lec'hioù, loened…) Kontañ da dam-nannvrezhonegerien ? (divyezhegezh, jestroù, margodennoù…)
2. Alan Tudoret : Derc'hel soñj eus ur gontadenn evit marvailhiñ dirak an dud. Troiennoù evit boulc'hañ ha klozañ. Degas fent en istor.
3. William Landin : Ur c'helc'h konterien : perak er sevel, penaos er c'has. En em harpañ war ar marvailhoù evit treuzkas danvez sevenadurel ar vro e 2023.

Evit piv eo ?
Konterien.ezed dija “war ar vicher” ha tud-all c’hoant dezhe en em lakaat da gontiñ; kelennerion.rezed, animatourion.rezed kreizennoù vakañsiñ pe tier ar re gozh… Digor da berzhidi an devezhioù kent ha d'ar re-all c'hoant dezhe dizoloiñ, esaeañ…
Brezhonegerien.erezed dre ret.

Evezhiadennoù :
- Devezh kaset penn-da-benn e brezhoneg;
- Merenn tennet ag ar sac’h.

Staj, Kontadenn, Stummadur

À propos du lieu

Ti ar Vro Karaez
6 place des Droits de l'Homme, 29270 Carhaix-Plouguer
  • Finistère
  • Bretagne