logologo
AideLoading...
Dimanche 21 mars 2021, 10h30Passé
Conditions
Digoust
Outils d'inscription
 06 26 39 49 67
Mars 2021
Dimanche 21
10:30 - 16:30
De 0 à 99 ans

Chemin du Port clos

Chemin du Port clos 22730 Trégastel
  • Côtes-d'Armor
  • Bretagne

Ober anaoudegezh gant ar vro

An devezh-mañ a zo kinniget evit ar re o deus c'hoant klevout brezhoneg hag ober anaoudegezh gant an aod e Tregastell. Deus ar beure ez efomp da zastum lastez, da greisteiz pik-nik ha goude baleadenn
Dimanche 21 mars 2021, 10h30Passé
Conditions
Digoust
Outils d'inscription
 06 26 39 49 67
Timothée Messager

Timothée Messager, keginer vejetarian ha buhezour war al louzoù debradus a ginnig an abadenn-se en ul lec'h anavezet mat gantañ : bae Kerlavos.
Abadenn kinniget e brezhoneg penn-da-benn, a bep seurt live a vo, kement an deraouidi hag ar re varrek, an holl ac'hanomp a zesko un dra bennak. Deuit hardizh neuze, n'eus ket ezhomm kaout doan rak ho live.

Da 10e30 : emgav e parklec'h Kerlavos ("Chemin du port clos" war ar gartenn) er c'harter ar Golven e parrez Tregastell. Mont a refomp da vale war an aod evit ober un dastumadeg lastez. Ur chañs abominapl hon eus da vevañ en ul lec'h ken kaer en Tregastell met glac'harus e vez pa 'z eer da bourmen gwelet kement a lastez war vord an hentoù. Tapit seier plastik (reoù solud) ganeoc'h da lakaat hon dastumadeg e-barzh.
Da 12e30 : Deomp da zebriñ e ti Mari-Glaziou (da biknikañ ma karit) en un tu bennak war an aod, hervez al lec'h en em gavfomp e fin an dro-vale deus ar beure. Fiziañs am eus e vo brav an amzer. Kemerit peadra da zebriñ ganeoc'h, evidoc'h hag evit ar re all ma fell deoc'h rannañ un dartezenn pe ur wastell bennaket.
Da 2e30 G-K : Baleadenn war an aod evit komz diwar-benn al louzoù gouez, o madelezhioù, pe reoù a c'heller debriñ. Kemerit seier paper hag ur gontell ma fell deoc'h dastum louzoù.
Da 4e30 G-K : Fin an abadenn.

louzoù, lastez & plijadur
Danvez
Dudi

À propos du lieu

Chemin du Port clos
Chemin du Port clos 22730 Trégastel
  • Côtes-d'Armor
  • Bretagne