logologo
HilfeLoading...
Samstag 27 März 2021, 16:00Passed
März 2021
Samstag 27
16:00 - 19:00
12 to 99 years old

Boulangerie Pains & Kouign

104 avenue de la France Libre 29000 Quimper
  • Finistère
  • Bretagne

Stal keginañ « Kouign Ened »

Un atalier « Fardañ Kouign Ened » a ginnig Ti ar Vro Kemper deoc’h, hennezh a vo kaset e brezhoneg gant Alain Gueguen mestr gwasteller er bouloñjerezh tiegezh « Pains & Kouign » e Kemper.
Samstag 27 März 2021, 16:00Passed
Boulangerie "Pains & Kouign" de Quimper

Un atalier « Fardañ Kouign Ened » a ginnig Ti ar Vro Kemper deoc’h, hennezh a vo kaset e brezhoneg gant Alain Gueguen mestr gwasteller er bouloñjerezh tiegezh « Pains & Kouign » e Kemper. Un digarez a-feson da anavezout ar mod da ober ar wastell-se, diwar fardañ anezhi ho-unan ha mar karit e vo kaset ganeoc'h d'ar gêr a-benn fin an devezh, evit lakat re ho familh da gaout an tañva anezhi.

« Ar C'houign, ar C'houign Ened, Kouign Mahalon, pe c'hoazh Kouign Kerrest, lies anv a gaver dezhañ, a zo un istor famillh dezhañ, da gentañ-penn. A rumm da rumm, abaoe ouzhpenn kant vloaz eo deuet ar sekred da fardañ anezhañ betek hiziv.
Mamm-gozh Alain, hor bouloñjer, fier gant he c'hoef Bigoudenn, a ouie fardañ ha gwerzhañ anezhañ dijà e 1912, ar wastell-se graet diwar toaz bara. Laket ennañ frank, amann, sukr, vioù ha laezh hag un nebeud rezin sec'h, tapet blaz ganto un dister bihan e rhum lipous.
Ar sekred-se eo an hini gwellañ evit Alain evel-just ! "Madeleine de Proust" eo hennezh evit an holl vugale a Vro Vigoudenn hag a-ziwar-dro. Da vare an Ened (eus miz C'hwevrer da viz Ebrel) e vez ar c'hiz da zebriñ anezhañ. Met perak 'ta e tlefemp kaout diouer anezhañ er peurrest eus ar bloaz ? ».

Doare an atalier :
• Dizoloiñ ar rekipe
• Fardañ an toaz
• Poazhañ
• Tañva

Titouroù :
- Lec’h emgav : Bouloñjerezh « Pains & Kouign », 104 Bali Frañs Libr (Kerfeunteun) 29000 Kemper
- Padelezh an atalier : 3e
- Niver a dud : 8 d’ar muiañ
- Da zegas : tavañjer, karned skrivañ, maskl

Enskrivadurioù ha titouroù : clelia@tiarvro-kemper.bzh

keginañ, atalier und Kemper
Danvez
Dudi

About the location

Boulangerie Pains & Kouign
104 avenue de la France Libre 29000 Quimper
  • Finistère
  • Bretagne