logologo
AiutoLoading...
Mercoledì 2 ottobre, 15:00Passato
Ottobre 2024
Mercoledì 2
15:00 - 17:00

Salle l'Atelier, Lesneven

Rue Jeanne d'Arc, 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Kafe brezhoneg gant Bernez Rouz

100 vloaz an afer Seznec
Mercoledì 2 ottobre, 15:00Passato

Meur a wech en deus bet tro Bernez Rouz d'ober war dro an Afer Seneg e-kerzh e labour kelaouennerezh. Merzet en deus penaos ne oa ket ar Vretoned eus memes tu pa vez komzet gante eus kablusted Guillaume Seznec, bet kondaonet kant vloaz zo da dremen peurrest e vuhez d'ar galeoù. Lazhet en dije kuzulier meur Sizhun, Pierre Quéméneur, hervez jureed Penn-ar-bed bodet kant vloaz zo e lez-varn Kemper.

Kaer he deus bet ar familh Seneg klask didamall an hini kondaonet, tro-gwenn o deus graet dre pevarzeg gwech ! O sellet pizh ouzh an dosier, Bernez Rouz en deus klasket kompren perak eo chomet ken reut ar justis da genver Seneg. Perak eo aet da ludu kement arguzenn eus ar re a gav dezhe eo dinamm Seneg.
Anat eo n'eo ket aet an enklask betek penn war gement tachenn, an dra-se en deus lakaet meur a hini da ijinañ doareoù all da welet an traoù. Met den a zo aet betek penn ha kinnig un displegadenn fraezh.
Degadoù a levrioù a filmoù a pennadoù internet zo bet skrivet war an afer hag e chomer bout da gompren petra zo degouezhet gant ar C'huzulier-meur Pêr Kemener aet diwar-wel kant vloaz zo.
Kevrinusañ afer ma 'zo !

prezegenn e kafe
Organisateur
Ti ar Vro Leon

A proposito del luogo

Salle l'Atelier, Lesneven
Rue Jeanne d'Arc, 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Contact administrators