Baleadenn lennegel betek tour-tan Roc'h Gored gant Anna Duval & Loeiza An Duigou
Kejadenn gant Anna Duval & Loeiza An Duigou, a ginnigo o oberenn voutin "Tan de'i", bet skrivet ha treset e kerzh ur chomadenn e tour-tan Roc'h Gored. Aozet gant Al Liamm, an embanner hag IPPA.
Samedi 25 mars 2023, 14h00Passé

Al Liamm / Pascal Hervio
D'ar Sadorn 25/03/23 :
D'an deiz-se e teuio er-maez al levr kaer-mañ. Ha pedet e vo an neb a gar da gejañ gant Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc kement ha gant skipailh Al Liamm pe an IPPA war al lec'h ken kaer all ma oant bet o labourat asambles.
Emgav da 2e goude-merenn war Parkva Sant-Kava e Plougerne evit mont war-droad betek an enezennig ha dizoloiñ al lec'h bamus-se. N'eus ket ezhomm lakaat e anv en a-raok ha digoust eo an abadenn. Tu vo prenañ al levr ha lakaat ar skrivagnerez hag an arzourez da sinañ ho skouerenn!
Ar raktres orin :
C'hoant en doa skipailh Al Liamm da vroudañ tud yaouank da skrivañ evit tud yaouank. E 2020 e oa bet krouet an dastumad "ZH", romantoù evit krennarded ha tud gour-yaouank. Daou romant a oa bet embannet en dastumad-se. Ouzhpenn-se e kave dezhe e oa dister grad ar grouerien e brezhoneg. Ne vez ket sikouret kalzik o labour. Setu perak en deus soñjet skipailh Al Liamm pediñ ur skrivagnerez hag un dresourez da labourat asambles war ul levr a gavfe e blas en dastumad-se e-pad div pe deir sizhun er chomadenn gentañ e brezhoneg penn-da-benn.
Al lec'h :
C'hoant en doa skipailh Al Liamm da gavout ul lec'h divoutin evit pediñ an div arzourez. Aet e oamp e darempred gant ar gevredigezh IPPA (Îles et Phares du Pays des Abers). Ar re-se a zo kustum da zegemer arzourien a bep seurt hag a bep bro en tour-tan meret gante war Roc'h-Gored, e-kichen Plougerne. Un enezennig vihan eo ha tu zo da vont eno war-droad pa vez izel ar mor. Degemeret eo bet Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc etre an 23/01/22 hag an 12/02/22 (ken mat e oant du-se ha dieub al lec'h ma oant chomet ur sizhunvezh ouzhpenn ar pezh a oa bet raktreset!). Laouen-tre e oa kevredigezh an IPPA da zegemer brezhonegerien en o zour-tan hag ul labour a-feson eo bet kaset da benn gant an div arzourez daoust d'ar vuhez start en tour-tan e-kerzh mizioù yen ar bloaz!
Al levr :
"Tan De'i" a zo titl al levr skrivet gant Loeiza an Duigou ha skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc. Istor krennarded o vevañ en ur gêr e-kreiz ar c'hoadoù. Ar "Gêr-Uzin"-se a zo meret gant perc'henn an embregerezh alumetez anvet Tan De'i. En em gavout a reomp amañ e-kerzh un emgann a-gozh etre an embregerezh (ar gounidoù, ar sentidigezh dall) hag ar c'hoad (gouez ha disuj). Ar grennarded-se a zo un dra dibar enne: gallout a reont en em dreuzfeurmiñ e loened zo. Setu neuze istor ur broc'h, ur c'hazh-koad hag ur bleiz o terc'hel penn d'an embregerezh, lonker koad anezhañ, pa n'eo ket buhez an dud a vez aberzet war aoter ar Gounid. Ret e vo dezhe kavout hent an asant hag ar vignoniezh evit gallout dont a-benn da lakaat un termen da raktresoù teñval an aotrou Pyro.
Rencontre littéraire au phare l'Île Wrac'h avec Anna Duval & Loeiza An Duigou
Rencontre avec Anna Duval & Loeiza An Duigou, présentation de leur création commune "Tan de'i", pour laquelle elles ont bénéficié d'une résidence sur l'Île Wrac'h. Organisé par Al Liamm et IPPA.
Samedi 25 mars 2023, 14h00Passé

Al Liamm / Pascal Hervio