Ti ar c'horriganed.
Hervez mojennoù Breizh eo ar c'horriganed o deus savet an dolmenoù d'ober o annez. Mojenn pe gwirvoud, ar gerent hag ar vugale a c’hell, e-kerzh ur valeadenn e kalon koad Karnoed, dizoleiñ Dolmen an Toulfoën, kanañ e doare ar c’horriganed, ha zoken sevel o zi evit ar boudoù kevrinus-se.
Er weladenn-mañ e kaver rannoù e brezhoneg (ur rimadell dreist-holl) met aes da gaout evit an dud nann-vrezhonegerien.
Kemperle (lec'h an emgav : war parkva tavarn an Toulfoën)