Filaj an Nedeleg gant Brezhoweb diwar-benn Yann-Fañch Kemener
D'ar Gwener 13 a viz Kerzu e vo kinniget e Rostrenn un abadenn dreistordinal gant Brezhoweb. Beilhadeg Nedeleg ar bloaz-mañ a vo gouestlet penn-da-benn da Yann-Fañch Kemener.
Vendredi 13 décembre 2019, 20h00Passé
Dont a ray un toullad kanerien ha konterien deus ar vro da reiñ dimp un tañva deus repertoer Yann-Fañch. Komzet e vo ivez deus e labour dastum ha krouiñ, koulz ha deus ar mod ma vo treuzkaset an hêrezh-se d'ar re yaouank bremañ.
Adalek 8 eur 30 e c'hallfet sellet deus an abadenn war-eeun war brezhoweb.bzh, gant an holl dud a gemero perzh enni : Anne Auffret, Annie Ebrel, Theo Flageul, Marcel Guillou, Ronan an Hirrien, Youenn Lange, Eric Menneteau, Dede ar Meut, Marc-Antoine Ollivier...
Un nebeud plasoù a zo ivez evit arvesterien er sal adalek 8 eur : kasit ur postel da contact@brezhoweb.bzh
Beilhadeg, Skinwel, Kan
Veillée de Noël de Brezhoweb sur Yann-Fañch Kemener
Brezhoweb vous propose une émission extraordinaire le vendredi 13 décembre à Rostrenen. La Veillée de Noël sera entièrement consacrée à Yann-Fañch Kemener.
Vendredi 13 décembre 2019, 20h00Passé
De nombreux chanteurs et conteurs locaux viendront nous présenter une partie du répertoire de Yann-Fañch. Son travail de collectage et création sera aussi évoqué, tout comme la façon de transmettre cet héritage aux jeunes maintenant.
A partir de 20h30 vous pourrez regarder cette émission en direct sur brezhoweb.bzh, avec tous ses participants : Anne Auffret, Annie Ebrel, Theo Flageul, Marcel Guillou, Ronan an Hirrien, Youenn Lange, Eric Menneteau, Dede ar Meut, Marc-Antoine Ollivier...
Quelques places sont disponibles pour des spectateurs à partir de 20h : adresser un mail à contact@brezhoweb.bzh
Veillée, Télévision, Chant