Diskouezadeg Mouezhioù / Voix d'ici er Gemene
Deuit d'ober anaoudegezh gant an diskouezadeg divyezhek savet a ratozh-kaer evit 50 vloaz Kan ar Bobl ha 40 vloaz Radio Bro Gwened !
16 junio - 1 julio 2023Pasado
Da geñver deiz-ha-bloaz an div gevredigezh-mañ, an diskouezadeg "Mouezhioù / Voix d'ici" a gont o istor, mareoù pouezus ha sekredoù. Un diskouezadeg evit sellet ha klevet eo, bev ha dudius : fotoioù, skritelloù, tresadennoù, enrolladennoù da selaou pa faot deoc'h, ober anaoudegezh gant ar mikro evel er radio, c'hoarioù bihan...
Kenlabour gant Raok ha Mignoned ar brezhoneg (da geñver ar gouel GBB) evit an diskouezadeg-mañ er Gemene.
Diskouezadeg, Radio, Kan
Exposition Mouezhioù / Voix d'ici à Guémené-sur-Scorff
Venez découvrir cette exposition bilingue créée spécialement pour les 50 ans du Kan ar Bobl et les 40 ans de Radio Bro Gwened !
16 junio - 1 julio 2023Pasado
A l'occasion de ce double-anniversaire, l'exposition "Mouezhioù / Voix d'Ici" retrace l'histoire, les moments-clés et les coulisses. Il s'agit d'une exposition visuelle et sonore, interactive et ludique : photos, affiches, dessins, enregistrements sonores en écoute libre, découverte du micro comme à la radio, petits jeux...
Partenariat avec Raok et Mignoned ar brezhoneg (dans le cadre du festival GBB) pour cette exposition à Guémené-sur-Scorff.
Exposition, Radio, Chant