logologo
AyudaLoading...
Martes 8 abril, 10:30Passed
Abril 2025
Martes 8
10:30 - 11:30

Ciné Galaxy

4 allée du Bois Noir Landerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Sinema e brezhoneg evit ar vugale

Filmoù bevaat berr er sinema Landerne
Martes 8 abril, 10:30Passed

🎥 Sinema evit ar vugale 🎥
Daou film bevaat berr evit ar vugale : Preñvmeurbet et Beaj vit Dimitri
👉 Preñvmeurbet / SuperWorm
2021 - Adalek 3 bloaz
PreñvMeurbet a vez o fichfichal hag o trabasat dizehan. PreñvMeurbet a zo hir-meurbet, PreñvMeurbet ar zo kreñv-meurbet ! Un haroz karadeg a zo anezhañ, pa vez o saveteiñ loened ar jardrin a-hed an deiz. Met piv a zeuio da sikour anezhañ pa vo paket gant Sorser Glazard hag e Frav fallakr
👉Beaj vit Dimitri
2014 - Adalek 3 bloaz
Pradet en deus Dimitri, ul lapous bihan o tont deus Europa, e plaenenn Ubuyu en Akrika. Ha chomet eo eno, war-lerc'h e dud.
Dindan askell Makeba ar jirafenn en deus graet Dimitri ar filip bihan anaoudegezh gant loened ha kizioù ar blaenenn. Benn fin ar gont ez eus war e wallavañtur tres ur re vakañsoù n'eo ket bet evit dibab anezho, ha diskouez a reont koulskoude bezañ dedennus ken-ken. Bemdez e rank Dimitri deskiñ talañ ouzh e anken evit ober anaoudegezh gant ur bed leun a souezhennoù. Ha gallout a ra kontiñ war e vignoned nevez, Oko ar roudenneg ha Pili ar surikat, ma roint kalon dezhañ, ma henchint anezhañ ha ma frealzint anezhañ da c'hortoz distro e dud…
📆 D'ar meruzh 8 a viz Ebrel
⏰ 10e30
📍 Sinema le Galaxy - Landerne
Priz ar sinema

About the location

Ciné Galaxy
4 allée du Bois Noir Landerneau
  • Finistère
  • Bretagne