logologo
HelpLoading...
Friday 7 March, 20:00
March 2025
Friday 7
20:00 - 22:00

Bar ha Gwin

13 rue Bel Air 29880 Plouguerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Kwiz e brezhoneg e Plougerne

C'hoari e brezhoneg gant goulennoù a bep seurt (sport, sevenadur, istor-geografiezh, brezhoneg...) ha tout-se gant fent ha plijadur !
Friday 7 March, 20:00

Ur c'hoari dre skipailhoù eo ar c'hwiz, skipailhoù etre 3 ha 5 den, ar vugale adalek 10 vloaz a c'hell kemer perzh, o vezañ a-gevret gant tud deuet. 5 tem goulennoù a vo : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, ha brezhoneg. E-touesk ar plijadurioù kinniget e vo dav respont da c'houlennoù digor pe goulennoù-dibab evel-just, met ivez anavezout trouzioù pe mouezhioù, lec'hiañ skeudennoù…
An holl a vo degemeret en abadenn. Pa vo lavaret ar goulennoù e brezhoneg nemetken e vo memestra posupl heuliañ ha kemer perzh er c'hoari evit an deskarded pe ar dud a zeuy gant o bugale, pa vo skignet pep tra e brezhoneg ha galleg ouzh ar skramm.

kwiz, goulennoù, c'hoari
Organisateur
Ti ar Vro Bro Leon

About the location

Bar ha Gwin
13 rue Bel Air 29880 Plouguerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Contact administrators