logologo
HelpLoading...
Friday 25 April, 20:00
April 2025
Friday 25
20:00 - 22:00
0 to 99 years old

Salle Ar Mor Glas

Ar Mor Glas
  • Finistère
  • Bretagne

Beilhadeg e Kerlouan

E kreiz an Nevez-Amzer
Friday 25 April, 20:00

Met petra eo ur veilhadeg ?
Ur fest eo, graet gant hag evit tud ar vro, kozh ha yaouank. E-pad an abadenn-se e c’hell an dud mont dirak ar re all evit kanañ ur ganaouenn e brezhoneg a blij dezho, seniñ un ton pe kontañ e brezhoneg (istorioù, kontadennoù pe sketchoù berr, barzhonegoù, fablennoù, istorioù farsus, divinadelloù…).
Ha plijus eo ?
Ya, evel-just ! Laouen eo an dud o kemeret perzh hag o lakaat ar re all da c’hoarzhin pe da vezañ fromet.
Pedet out da zont d'an abadenn-mañ.
Piv a vo war al leurenn ?
Tud ar vro a vezo ha ma peus c’hoant da gemer perzh da-unan, gant mignoned pe gant da vreudeur ha c’hoarezed e vefemp laouen-kenañ o tegemer ac’hanout ! Lavar d’az tud ha d’az skolaerez, skolaer pe da g/Kristof Nikolaz, prezidant Dastum Bro-Leon (dastum.broleon@gmail.com).
Piv a ra war-dro ar veilhadeg ?
Ar c'hevredigezhioù Ti ar Vro Bro-Leon ha Dastum Bro-Leon eo, gant skoazell ar gevredigezh Avel Deiz ha tud Kerlouan ha tro war-dro. Ar c'hevredigezhoù-mañ a glask ober traoù a bep seurt tro-dro da sevenadur Breizh evit an holl, a-hed ar bloazvezh ha mirout roud eus ar c’homzoù e brezhoneg.
Ha ker eo ?
N’eo ket. Digoust eo met pep hini a c’hell reiñ un tammig arc’hant m’o deus c’hoant evit skoazellañ an aozadur.
Ken vi gwelet !
Skipailh Avel Deiz, Ti ar Vro Bro-Leon ha Dastum Bro-Leon

beilhadeg, kanañ, kontañ, c'hoarzhin
Organisateur
Ti ar Vro Bro-Leon, Dastum Bro-Leon, Avel Deiz

About the location

Salle Ar Mor Glas
Ar Mor Glas
  • Finistère
  • Bretagne

Contact administrators