logologo
HelpLoading...
8 March - 8 April 2022Passed
April 2022
Friday 1
14:00 - 17:00
Saturday 2
10:00 - 12:30
14:00 - 17:00
Tuesday 5
14:00 - 17:00
Wednesday 6
14:00 - 17:00
Thursday 7
14:00 - 17:00
Friday 8
14:00 - 17:00
0 to 99 years old

Ti ar Vro - Bro Gwened

3 rue de la Loi, Vannes
  • Morbihan
  • Bretagne

Diskouezadeg fotoioù «Deomp d'ar Park !»

Sevenet gant ur strollad luc’hskeudennerien eus Klub foto IUT Gwened diwar-benn produerien bio a Vro-Gwened
8 March - 8 April 2022Passed
Joelle Thomas

Aozet da geñver Mizvezh ar brezhoneg
------
Lusket gant ur memez entan, pevar luc’hskeudenner o deus kroget en ur raktres brav : reiñ ton d'un toullad peizanted a ra boued er vro gant doareoù bio, artizanel.

Abaoe daou vloaz dija emañ Catherine, Joëlle, Marc ha Jérôme, bep a gamera ganto war o skoaz, o vont a-dreuz hag a-hed Bro-Gwened, o luc’hskeudenniñ ar broduerien breizhat-se. Yaouank int peurliesañ ; dibabet o deus pellaat eus labour-douar askoridik.

Legumajerien, saverien-loened, formajerien, peizanted-varaerien, labourerien-douar, bresourien, kement a youl ganto da ginnig doareoù all da anezidi Bro-Gwened.

Amañ eo, a-hed ar fotoioù-se, hon eus merzet e vankomp kalz d'ar saverien-loened-se, d’ar merc'hed ha d'ar baotred a bleg o c’hein evit lakaat hol legumaj da greskiñ en ur zoujañ d’hon douar ken kaer, hag en ur zoujañ d'hon yec’hed hag d'an holl re a zo o labour kutuilhañ, eostiñ, bresañ bier. Banneoù natur a brofont deomp rak sec’hed bras hon eus anezhi.

Gant ma kavoc’h en hor fotoioù un darn bihan eus ar pezh hon eus desket, eus ar pezh hon eus bevet hag a vevomp c'hoazh gant ar broduerien-se. Gant ma voc’h kelaouet, dedennet, lakaet da vousc’hoarzin pe da soñjal, laouenaet, ha roet c’hoant deoc’h “cheñch meziant”… ma n’eo ket graet dija.

diskouezadeg, foto
Mizvezh ar brezhoneg
No input

About the location

Ti ar Vro - Bro Gwened
3 rue de la Loi, Vannes
  • Morbihan
  • Bretagne