Sinema e brezhoneg (skolioù)
Troiad tresadennoù-bev aozet gant Daoulagad Breizh ha kenurzhiet gant Ti ar Vro Gwened
Tuesday 16 May 2023, 09:30Passed
Bleizi Kilkenny
Adalek 6 vloaz
Film-bevaat / Iwerzhon - Stadoù-Unaned - Luksembourg / 2020 / 1ezh43 / Haut et Court
Seveniñ : Tomm Moore ha Ross Stewart
Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale
En Iwerzhon, da vare ar brizhkredennoù hag an hudouriezh, e ro Robyn, 11 vloaz, sikour d’he zad da chaseal ar bagad bleizi diwezhañ. Met ar plac’hig ‘ra anaoudegezh gant Mebh, bugel en deiz, ha bleizez en noz, e-kerzh un huadeg.
Adal an deiz-se, war spered Robyn, emañ ar gourdrouz o tont digant an dud, ha n’eo ket mui eus ar bleizi.
Goude Brendan ha sekred Kells e 2010 ha Kan ar mor e 2016, omp laouen o kinnig deoc’h film diwezhañ Tomm Moore. Plijet bras omp gant e filmoù, gwriziennet mat er sevenadur keltiek.
sinema, brezhoneg
Cinéma en breton (scolaires)
Tournée de dessins animés organisée par Daoulagad Breizh et coordonnée par Ti ar Vro Gwened
Tuesday 16 May 2023, 09:30Passed
Le peuple loup
A partir de 6 ans
Un film d'animation / Irlande - États-Unis - Luxembourg / 2020 / 1h43 / Haut et Court distribution
Réalisateurs : Tomm Moore et Ross Stewart
Doublage en breton : Dizale
En Irlande, au temps des superstitions et de la magie, Robyn, une jeune fille de 11 ans, aide son père à chasser la dernière Meute des loups. Mais un jour, lors d’une battue dans la forêt, Robyn rencontre Mebh, enfant le jour, louve la nuit.
Désormais pour Robyn, la menace ne vient plus des loups, mais bien des hommes.
Après Brendan ha sekred Kells / Brendan et le secret de Kells, en 2010, et Kan ar mor / Le chant de ma mer, en 2016, nous sommes ravis de pouvoir proposer le dernier film de Tomm Moore, réalisateur Irlandais dont nous aimons le travail, toujours très ancré dans l’imaginaire celte.
cinéma, breton