Kafe brezhoneg : Herri Morvan
Mare an FLB e-pad ar bloavezhioù 70
Wednesday 7 January 2026, 15:00
Herri Morvan a zo ganet e Gwiseni er bloavezh 1951. Goude pevar bloaz studi war ar Gwir, e oa poent dezhañ ober e servij soudard e 1975. Kroget e oa, pa deuas ar polis d’an 20 a viz Here da skein ouzh dor e dud e Gwiseni. Jean-Luc Mingam a oa oc’h ober. Maread a walldaolioù a oa d’ar poent-se er vro ha tamallet e veze alies ur strollad politikel brogarour : an F.L.B. (Front de Libération de la Bretagne). E miz Eost hag e miz Gwengolo 1975, e oa bet gwalldaolioù a-enep d’an dilennidi tost deus ar galloud e plas e Bro-C’hall d’ar c’houlz-se, hini ar prezidant Valéry Giscard d'Estaing (tu dehoù). Gant un ugent den bennak, kaset eo bet Herri da Raozhon evit bezañ goulennetaet. Evit aferioù a seurt-se, e ranke an dud tremen dirak Lez Surentezh ar Stad (Cour de Sûreté de l’État), ul lez-varn digustum, savet a ratoz evit barnañ torfedoù politikel.
Kafe brezhoneg : Herri Morvan
Période du FLB dans les années 70
Wednesday 7 January 2026, 15:00