Ar resistañs e Brest e-pad an Eil Brezel Bed,
Abaoe meur a vloaz e vez Yoann An Nedeleg-Goañvig o furchal diwar-benn izili e familh, bet ganto ur perzh a-bouez e-pad an Ac'huberezh er resistañs e Brest.
Un enklask hir gant an dielloù dastumet a-hed ar bloavezhioù
"Sammet em eus ur bern dokumañchoù", eme ar soner. Istor e dad-kozh da zigentañ, ha 'neus ket anavezet. O tizoloiñ paperachoù melestradurel Roland Le Nedellec, klañvdiour en ospital an arme e Brest, deus an tu ruz, eo deuet Yoann da c'houzout pe 'mod e oa en em gavet er resistañs ha petra 'n oa graet e-pad an Eil Brezel Bed. A-feur ma furche Yoann en deus desket ivez e oa bet breur e dad-kozh hag e wreg, Angèle, o stourm hardi. "O kas ma fri un tamm pelloc'h em eus dizoloet o doa ma zud-kuñv ivez bet kemeret perzh 'barzh ar resistañs", eme Yoann An Nedeleg-Goañvig. Ar c'houblad, da goulz an Eil Brezel a oa o chom e Pluskelleg en Aodoù-an-Arvor, met e liamm e oant gant labourerien a Vrest a-benn skoazellañ anezho.