💃 Fest-Noz er Keltia 💃
An daouad Franck Fagon ha Jean-Sébastien Hellard a lako ac’hanoc’h da zañsal en-dro war ar pont !
Adkavit Franck Fagon ha Jean-Sébastien Hellard (akordeoñs ha saksofon alto, klarinetenn).Kinnig a ra an daouad Fagon/Hellard toniaoueg nevez dañsoù eus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel, pe un tammig e lec’h all zoken. Levezonioù liesseurt an daou soner a ro ul liv brav d’an tonioù hengounel pe d’o c’henaozadennoù. Setu amañ ur sonerezh pinvidik ha dibar : mazurka, valsennoù … evit reiñ plijadur d’an holl.
E-pad Gouel Breizh, aozet gant Ti Ar Vro ha Pub Ar C'heltia
📆 Vendredi 16 mai
⏰ 20h - 23h
📍 Pub le Keltia - Landerneau