Kaozeadennoù en Tara
Gant William, ar Minnesotad !
5 Oktober 2026 - 7 Juni 2027, einige Montags

Kaozeadennoù en Tara
Gant William, ar Minnesotad !
Bep 1añ Lun ar miz, deuit da gaozeal e brezhoneg gant WIlliam, ar Minnesotad ! Un abadenn evit an deraouidi a-benn lakaat e pleustr ar pezh o deus desket hag evit ar vrezhonegerien evit komz ha pakañ ur banne gant tud all !
Piv eo William, ar Minnesotad ?
Dont a ra William eus ar Minnesota er Stadoù Unanet. Deskiñ a ra brezhoneg abaoe penn-kentañ 2026. Labour a ra en Tara Inn abaoe an hañv hag e brezhoneg e vez degemeret an dud gant ar paotr yaouank. Boaz eo bet William da zeskiñ meur a yezh abaoe e vugaleaj, sot eo gant ar yezhoù rannvroel hag ar foot, dreist-holl gant skipailh Roazhon. Muioc’h-mui a dud a za da welet anezhañ evit komz, rak anavezet eo bremañ e bedig-bed ar brezhoneg. Sevel a ra videoioù e brezhoneg war ar rouedadoù sokial istitlet e galleg hag e saozneg, evit deskiñ ar yezh. Gwelet en deus ne oa ket kalz a vrezhoneg war ar rouedadoù sokial, ha c’hoant en doa diskouez e oa posupl. "Ar brezhoneg a zo graet evit bezañ implijet bemdez hag e pep lec’h" !
📍 Tara Inn (Bep 1an Lun ar miz) adalek 7e noz
💬 E brezhoneg
Causerie en breton au Tara
Avec William, le Minnesotad !
5 Oktober 2026 - 7 Juni 2027, einige Montags

Causerie en breton au Tara
Avec William, le Minnesotad !
Chaque 1ᵉʳ lundi du mois avant le fest-noz du Tara, venez discuter en breton avec William, le Minnesotad ! C'est l'occasion pour les apprenants de mettre en pratique leurs connaissances et aux bretonnants de discuter en breton !
Qui est William, le Minnesotad ?
À 26 ans, l’Américain originaire du Minnesota, au nord des États-Unis, a déjà connu plusieurs vies. Il apprend le breton depuis le début de l’année 2026. Il travaille au pub, le Tara Inn depuis cet été et aime accueillir les clients en breton. Apprendre plusieurs langues, c’est une habitude qu’il a depuis l’enfance, il est fan des langues régionales et du foot, surtout de l'équipe du Stade Rennais. De plus en plus de gens viennent discuter avec lui, car le petit monde du breton commence à le connaître. Il publie souvent des vidéos en breton, sous-titrées en français et en anglais, pour apprendre la langue sur les réseaux. Il trouvait qu'il n’y avait pas beaucoup de breton sur les réseaux sociaux, et il avait envie de montrer que c’était possible. "Le breton, c’est fait pour être utilisé tous les jours, partout" !
📍 Tara Inn (1er lundi du mois) à partir de 19h
💬 En breton