logologo
HelpLoading...
Miércoles 6 noviembre, 15:00
Herramientas de registro
 tiarvroleon@gmail.com 0983224296
Novembre 2024
Dimecres 6
15:00 - 17:00

Salle l'Atelier, Lesneven

Rue Jeanne d'Arc, 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Kafe brezhoneg gant Jakez Le Borgne

Sevel ur ganaouenn, pebezh abadenn
Miércoles 6 noviembre, 15:00
Herramientas de registro
 tiarvroleon@gmail.com 0983224296

Ur gerig diwar-benn ho puhez?
Jakez ar Borgn : ganet on e 1954 e kerbenn ar vro bagan e Gwiseni. Evit gellet bevañ am eus ranket labourat . Ur vicher gant kalzig a vakansoù met fall baet, kelenner matematikoù, sonerezh ha teatr. 20 vloaz on bet e skolioù prevez hag 20 vloaz e Diwan.
Evit abuziñ va amzer e-pad ar vakañsoù am eus kemeret perzh e istor strollad Ar Vro Bagan. Erruet war va leve e 2016 ez on distroet er skolioù kentañ derez evit ul labour kanañ gant ar skolidi. Tro Breizh am eus bet graet meur a wech. Va fal a oa lakaat ar vugale da ganañ holl asambles, war al leurenn, pe er salioù.
Un abadenn emaoc’h o vont da ginnig deomp ?
Tamm ebet ! Da gentañ penn e tisplegin an hent am eus heuliet evit dont d’ar brezhoneg ha dont a-benn goude-se, da grediñ lavaret ez on ur saver kanaouennoù. Dibabet am eus un nebeut kanaouennoù a vo « studiet ». Penaos ha pelec’h eo deuet ar mennozh ha petra eo deuet da vezañ. A bep seurt kanaouennoù a vo dizoloet : farzus, fromus, skañv pe flemmus. E-pad ur pennadig e vezo komzet eus an doare da lakaat ar sonerezh da glotaat gant taol-mouezh ar yezh. Komzoù a-raok lakaat an ton ? Pe ar c’hontrol ?
Da betra e servij sevel kanaouennoù ?
Ket da c’hounid arc’hant panefe evit Yann Jakez an Denaour ! Me ne savan ket kanaouennoù evit servijout d’un dra bennak ! Kanañ a zo un dra vat evit ar yec’hed, setu toud, ha klask a ran dre va c’hanaouennoù lakaat an dud bras ha bihan da gaout plijadur. Setu ma vo kanet evel-just ur wech an amzer e-pad ar brezegenn. Ha moarvat e vo c’hoarzet ivez…

prezegenn i kafe
Organisateur
Ti ar Vro Leon

About the location

Salle l'Atelier, Lesneven
Rue Jeanne d'Arc, 29260 Lesneven
  • Finistère
  • Bretagne

Contactar los administradores