logologo
HelpLoading...
4 i 5 marzo 2023Passed
Març 2023
Dissabte 4
09:00 - 18:00
Diumenge 5
09:00 - 18:00

Espace Culturel Armorica

1 rue du colombier, Plouguerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Filmoù-Chakod : Kino e Plougerne

48e evit sevel ur (sapre) film-chakod war an tem "Tro ar Bed"
4 i 5 marzo 2023Passed
Daoulagad Breizh

Savit ur film-chakod !

Savit ur film-chakod e Plougerne e korf 48 eurvezh gant mignoned ha sikour Kaou Langoët eus Morzhol Prod !
Petra eo ur film-chakod ??

  • 3 vunutenn
  • E brezhoneg istitlet e galleg
  • Filmet gant dafar bihan a c’hell mont e-barzh ur chakod
  • Un tem : Tro ar Bed
  • Ur genstrivadeg : Ar filmoù a zo da gas a-raok ar 28 a viz Meurzh
  • Ur Chakod Noz evit votiñ evit ar Sardinenn aour e Teiz d’ar 5 a viz Mae !
  • Lugan ar genstrivadeg : ober eus ar gwellañ gant netra, ober gwelloc’h c’hoazh gant neubeud a dra met en ober bremañ gant dafar chakod !

Penaos vo aozet an traoù ?

  • Sadorn 4 a viz Meurzh - Devezh skrivañ & filmañ

Emgav da 9e evit ur prantad kinnig hag eskemm tro-dro d'ur banne kafe, a-raok mont da labourat war ho raktres.

  • Sul 5 a viz Meurzh - Devezh frammañ

Emgav tro 9e evit ur banne kafe a-raok loc'hañ gant labour frammañ ar filmoù. Skignet e vo ar c'hrouidigezhioù da 5e, dirak ar perzhidi hag an dud pedet ganto !

  • Dafar : kasit ganeoc'h ho pellgomzer, benveg-foto evit filmañ, ho urzhiataer evit frammañ, hag an dafar a soñj deoc'h kaout ezhomm evit sevel ar film. Hervez an ezhommoù e vo tu prestiñ dafar deoc'h (son, frammoù...)
  • Boued : degasit ho poued ganeoc'h, kafe & kouignoù a vo war al lec'h.
film, kino, seveniñ, krouiñ i brezhoneg
Organisateur
No input

About the location

Espace Culturel Armorica
1 rue du colombier, Plouguerneau
  • Finistère
  • Bretagne

Contactar los administradores