Diskouezadeg « Kanañ er skol »
Diskouezadeg kaset da benn gant TES - Enklaskoù ha testennoù : Maryvonne Berthou
Diwanet eo bet ar mennozh ur wech embannet al levr-CD 1, 2, 3... Kanañ a ri !. Un dra vat eo ober ul levr hag enrollañ kanerien ha kanerezed, met ret eo ivez reiñ buhez d’an oberenn-se er skolioù. Ha setu kroget ar preder war ar c’hanañ er skol gwechall ha bremañ.
Dreist e vefe ma c’hallfe an diskouezadeg-mañ reiñ muioc’h a blijadur da ganañ er skolioù. Ha pegen brav e vefe gwelet skolidi a bep seurt oad o kanañ a-bouez-penn gant tud koshoc’h tro-dro d’an diskouezadeg-mañ !
📅10 a viz Meurzh >> 10 a viz Ebrel
📍EHPAD Landerne - Ker Sav Heol
Exposition « Chanter en breton à l'école »
Exposition réalisée par TES - Recherches et textes : Maryvonne Berthou
Une exposition bilingue autour des chansons en breton, pour chanter tous ensemble, en classe, à la maison ou ailleurs !
Ce sera un vrai plaisir que de voir des enfants de tout âge chanter avec leurs aînés autour de cette exposition !
📅du 10 mars au 10 avril
📍EHPAD de Landerneau - Ker Sav Heol