Sinema e brezhoneg - Aelia, al logodenn-ed
[skolioù] A skeul vihan, Aelia al logodenn-ed zo ur gontadenn ekologel ha fentus.
31 marzo i 1 abril 2022Pasado

Kontet e vez er film-mañ troioù-kaer dreistordinal Aelia, ul logodenn-ed moutik tout, bihanañ krigner Europa, paket ur mintinvezh en ur gorzeg e Kervijen, Breizh, kostez ar meurvor Atlantel. E-pad daou viz e chomo en un atant rouflus, savet evit ma c’hallfe ar spesad-mañ gouennañ a-raok bezañ dieubet adarre en ur prad biologel.
Siwazh, n’eo ket ken aes an traoù evit Aelia : taget e vo gant ur c’hazh, mont a ray da guzhat en ur voutell blouz a vo tapet gant un traktor a gaso anezhi dre zegouezh e-kreiz maezioù bras.
Savetaet e vo a-drugarez d’ur jardin just e-kichen met ret e vo dezhi kuitaat ar baradozig-mañ evit mont da foetañ bro war bord parkadoù tro-heol bras divent… Dre chañs e teuio a-benn da zistreiñ d’ar gorzeg ma oa ganet enni.
Un teulfilm / France (Bretagne) / 2020 / 52 min
Sevenet gant Jean-Yves COLLET
Produet e 2020 gant Tita B Production (Douarnenez) ha Flair Production.
Aozet gant Ti Ar Vro Gwened ha Daoulagad Breizh.
Aelia al logodenn-ed
Cinéma en breton - Aelia, la souris des moissons
[Scolaires] À l’échelle du minuscule, un conte animalier écologique et humoristique.
31 marzo i 1 abril 2022Pasado
Les aventures extraordinaires d’Aelia, une adorable femelle souris des moissons. Le plus petit rongeur d’Europe, capturé un beau matin dans son marais de roseaux de Kervijen, en Bretagne, au bord de l’Océan Atlantique. Elle va alors rejoindre pendant près de deux mois un élevage luxueux, destiné à reproduire et à protéger l’espèce, avant d’être libérée dans une prairie en agriculture biologique. À l’échelle du minuscule, un conte animalier écologique et humoristique.
Un docufiction / France (Bretagne) / 2020 / 52 min
Réalisateur : Jean-Yves COLLET
Poduit en 2020 par Tita B Production (Douarnenez) et Flair Production.
Organisé par Ti Ar Vro Gwened et Daoulagad Breizh.
Aelia la souris des moissons