Staj stummañ "Ren atalieroù ha raktresoù teatr"
Gant Bernard Grosjean
Adalek an 20 a viz Ebrel betek ar 24 a viz Ebrel e vezo kinniget e sal bet ar Salamandre e Montroulez ur staj stummañ "Ren atalieroù ha raktresoù teatr" gant Bernard Grosjean.
Evit piv ? Evit ar skolaerezed hag ar skolaerien, ar c'helennerezed hag ar gelennerien, ar stummerien hag ar stummerezed, ar buhezourezed hag ar vuhezourien, ar c'homedianezed hag ar gomedianed kement hag evit an dud intereset gant danvez ar staj.
(N'ez eus ket ezhomm ober c'hoariva pe bezañ bet graet c'hoariva evit kemer perzh.)
Priz : 100 € eo priz ar staj ha moaien e vezo paeañ dindan teir gwech. E miz Meurzh e vezo posubl paeañ enlinenn dre Hello Asso peotramant e miz Ebrel war al lec'h.
Evit a sell ouzh ar staj stummañ e-unan eo pase gwelloc'h en em ragenskrivañ.
Ha degouezhioù-all ouzhpenn…
Diouzh noz e-kerzh ar sizhun e vezo kinniget degouezhioù-all war tem an teatr-deskadurezh (ur videobannadur-kendiviz, ur brezegenn etreoberiat hag ur souezhadennig ouzhpenn) er RESAM pe c'hoazh er SEW kement hag er rann Dialogues anezhi.