Staj : Brezhoneg Kerne Izel
Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec
Samedi 7 mars 2020, 09h00Tremenet
Conditions
30€, ret eo en em enskrivañ en a-raok

Roudour
Evit mizvezh ar brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg Kerne Izel.
Roll-labour an devezh :
- An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger
- Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).
- Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.
- Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.
Titouroù :
* 15 den d'ar muiañ
* Adalek 15 bloaz
* Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.
* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
* Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv da clelia@tiarvro-kemper.bzh
staj, yezh, brezhoneg & kemper
Stage : le breton du Sud Cornouaille et accent tonique
Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec
Samedi 7 mars 2020, 09h00Tremenet
Conditions
30€, ret eo en em enskrivañ en a-raok

Roudour
Pour le Mois du breton, Ti ar Vro Kemper invite Andrev Seznec, formateur en langue bretonne à Roudour, afin de découvrir le breton du Sud Cornouaille.
Infos pratiques :
* 15 personnes maximum
* A partir de 15 ans
* Niveau B1 requis (personnes qui parlent déjà breton)
* Affaires à emmener : un enregistreur, une clé USB, un ordinateur portable (si vous en possédez un), du papier
* Le repas n'est pas compris dans le prix du stage, merci de penser à rapporter votre pique-nique
* Inscription préalable obligatoire auprès de clelia@tiarvro-kemper.bzh
stage, langue, quimper & breton