Kafe brezhoneg : Rozenn Milin
Istor Breizh evit an holl war an Internet
Mercredi 1 octobre, 15h00Tremenet

Ar brezegenn
Istor Breizh a zo leun a zarvoudoù a beb seurt ennañ, leun a emgannoù gonezet pe gollet, ha tudennoù birvidik fors pegement… Med nebeud a dud e Breizh a anavez an istor-se, rag ne vez ket kelennet. Koulskoude, hervezh un enklask bet kaset da benn nevez zo gand an IFOP, e plijfe d’ar Vretoned gouzoud muioc’h diwar-benn o istor : 87 % diouto a lavar e karfent e vefe studiet er skolioù !
Ur bern levrioù mad kenañ a zo diwarbenn istor Breizh, med bremañ eo kentoc’h war ar skrammoù ez a an dud, kozh ha yaouank, da glask titouroù. Padal, souezhusañ tra, ne oa beteg henn lec’hienn Internet ebed gouestlet d’hon istor en he bezh !
Setu m’o deus un toullad tud (istorourien, kelennerien, krouerien web, ur poltrejer, un treser, hag all), en em vodet evid sevel ur porrastel anvet ISTOR. Lañset eo bet er bloaz-mañ, hag e kaver anezhañ en ur glikañ war www.histoiredelabretagne.bzh. Eno e vez kavet dañvez a beb seurt, hag e heller dizoleiñ hon istor en un doare plijadurus hag aes.
Kinniget e vo gant Rozenn Milin dizoleiñ al lec’hienn dre meur a zor” : dre tud meur an istor, dre an darvoudoù pouezhus, ar mareoù istorel, al lec’hioù istorel e Breizh, pe c’hoazh… dre ur c’hwiz !
He levrioù diwezhañ (La honte et le châtiment – Imposer le français : Bretagne, France, Afrique et autres territoires, ha langues régionales, idées fausses et vraies questions) a vo tu da brenañ war-lerc’h ar brezegenn.