POURMENADENN E BREZHONEG
Kinniget gant Ti ar Vro Landerne Daoulaz
kinnig a reomp pourmenadenn ziwezhañ ar bloavezh-skol d'al lun 29 a viz Even : Troiad ar gwez e Bolore e Plouedern gant Paul Mingant.
N'eo ket hir an droiad ent-eeun met panelloù (galleg/brezhoneg) a zo kinniget da lenn evit anavezout gwez dibar ar vro !
Emgav da 2eur er parking Hent Keriel e bourk Plouedern e-tal an apotikerezh nevez.
Kenweturet e vo goude betek kroazhent hent Bolore
https://www.plouedern.fr/balades-et-randonnees/