Sine-kendiviz : Enez ar Vouzared gant Soazig Daniellou
Deuit da zizoloiñ ar film a-feson Enez ar Vouzared !
Divizoù
6€, 5.90€ (Evit ar re dindan 14 vloaz)

Telenn
Ur skignadenn eus ar film Enez ar Vouzared sevenet gant Soazig Daniellou ha Mai Lincoln a vo kinniget d'ar Gwener 29 a viz Mae da 8e noz e sinema Club 6. Skignet e vo e brezhoneg ha LSF gant istitloù e galleg. Heuliet e vo gant ur prantad eskemm gant ar sevenerez Soazig Daniellou.
E Gouel ar filmoù a vez dalc’het bep hañv e Douarnenez ar Vouzared o deus kemeret o flas, skoaz ouzh skoaz gant minorelezhioù ar bed. Evito ha pa vefent arzourien, tud a youl vat pe festivalourien tra ken, bezañ bouzar n’eo ket un namm met ur sevenadur. En ur ober anaoudegezh gant tri anezho, a oadoù disheñvel, Laetitia, Eric ha Thumette e vo taolet sklêrijenn war istor trubuilhet yezh ar sinoù : he bleuñvadur nevez-c’hoarvezet, met ivez he dazont lakaet en arvar gant diorroadur an emplantenn gokleel ha politikerezh enframmañ er skol ar vugale vouzar.
Sinema, Enez ar Vouzared, Kendiviz, Mai Lincoln, Soazig Daniellou & Club 6
Ciné-débat : Enez ar Vouzared avec Soazig Daniellou
Venez découvrir le magnifique film Enez ar Vouzared !
Divizoù
6€, 5.90€ (Evit ar re dindan 14 vloaz)

Telenn
Une projection du film Enez ar Vouzared réalisé par Soazig Daniellou et Mai Lincoln aura lieu au cinéma Club 6 le vendredi 29 mai à 20h. La séance sera en breton et LSF avec sous-titres en français. Elle sera suivie d'un temps d'échange avec la co-réalisatrice Soazig Daniellou.
Au festival de cinéma qui se déroule chaque été à Douarnenez les Sourds se sont fait une place aux côtés des minorités du monde. Pour eux, qu’ils soient bénévoles, artistes ou simples festivaliers, la surdité n’est pas un handicap mais une culture. En s’attachant au parcours singulier de trois d’entre eux de générations différentes : Laëtitia, Eric et Thumette, le film nous fait découvrir la langue des signes, son histoire douloureuse, son récent épanouissement mais aussi l’incertitude de son avenir menacé par le développement de l’implant cochléaire et la politique d’intégration scolaire des enfants sourds.
Cinéma, Enez ar Vouzared, Débat, Mai Lincoln, Soazig Daniellou & Club 6