logologo
AideLoading...
5 - 7 novembre 2021Passé
Outils d'inscription
 06 06 45 85 08 bef@keav.bzh
Novembre 2021
Vendredi 5
17:00 - 23:59
Samedi 6
00:00 - 23:59
Dimanche 7
00:00 - 17:00

Ti Menez Are

Garzuel, 29190 Brasparts
  • Finistère
  • Bretagne

Dibenn-sizhun evit ar familhoù hag an dud deuet

Pal ar staj eo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud.
5 - 7 novembre 2021Passé
Outils d'inscription
 06 06 45 85 08 bef@keav.bzh

Deuit HOLL evit kaout plijadur en ul lec’h kaer ha degemerus !
Eus ar Gwener 5 d’ar Sul 7 a viz Du 2021 e vo dalc’het ur staj e BRASPARZH gant KEAV. Pal ar staj eo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg.
D’ar familhoù a gomz brezhoneg etreze disoursi e vo un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all.
C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evite d’ober anaoudegezh an eil gant egile, ha kalz a obererezhioù e brezhoneg, bugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, labour- dorn, beilhadegoù….
D’an dud deuet a zeuio hep bugel e vo kinniget kemer perzh en
obererezhioù ar familhoù da vareoù zo ha d’ar mareoù all e vo kinniget dezhe obererezhioù a-ratozh evito, ur valeadenn natur tro-dro d'ar plantoù, gweladenniñ ur mirdi, kejañ gant brezhonegerien ar vro, ha nozvezhioù laouen !
Atav ez eus bet graet ur plas d’ar vugale ha d’o familhoù e kampoù KEAV. Met, er mare-mañ, muioc’h eget ma oa bet biskoazh, eo a bouez bras sikour ar familhoù en o strivoù d’ober eus ar brezhoneg o yezh… Dazont ar yezh zo e familhoù ar vrezhonegerien. Pa vez kaozeet brezhoneg gant ar vugale en o familhoù, e teskont o yezh tamm-ha-tamm, e karont anezhi, hag e vezont prest da vont hardi, dizaon, e bed ar galleg pe ar saozneg hep disoñjal ar brezhoneg…
Ar brezhoneg er skol zo un dra vat, met ma ne vez ket kaozeet
brezhoneg er familhoù, n’eo nemet un touell…. Abalamour da se e lavaromp : e pep korn-bro e rankomp aozañ stajoù brezhoneg evit ar vugale hag o familhoù. E pep korn-bro hag aliesoc’h-aliesañ !
Lakaat ar vugale, o zud ha tud gour all da vevañ asambles e brezhoneg a zo un doare da ziskouez eo ar brezhoneg yezh ar gevredigezh, yezh an holl.
Gwelet ar vugale ha komz gante, evit an dud deuet eo bevañ ar brouenn ez eus un dazont d’ar brezhoneg ; evit ar vugale, gwelet tud all estreget o zud o komz brezhoneg a zo meizañ e c’hall ar brezhoneg bezañ yezh ur gevredigezh.
Abalamour da se e tegemerimp ivez tud deuet ha n’eus bugel ebet gante. Plijadur da gomz gant tud all ha gant bugale o devo, ha spi hon eus gant brezhonegerien Kreiz-Breizh ivez.

Staj

À propos du lieu

Ti Menez Are
Garzuel, 29190 Brasparts
  • Finistère
  • Bretagne