Staj kan
Élodie Jaffré a gan tonioù Breizh Izel e galleg ha brezhoneg. Stumet eo bet gant kanerezed ha kanerien evel Yann-Fañch Kemener hag en ur selaoù tud enrollet ganti.
49 a zarvoudoù
Élodie Jaffré a gan tonioù Breizh Izel e galleg ha brezhoneg. Stumet eo bet gant kanerezed ha kanerien evel Yann-Fañch Kemener hag en ur selaoù tud enrollet ganti.
Diskouezadeg « Adsked » er vediaoueg an Tangram betek an 8 a viz Meurzh, savet gant Krank Du. Heñv a liamm un haiku e brezhoneg troet e galleg gant pep foto. Un eskemm etre selloù ha barzhoniezh.
Liesseurt-kenañ ! Met petra eo ? Lavaret e vez ez eo pouezus evidomp. Perak ? Anavezout anezhañ gwelloc’h evit e wareziñ gwelloc’h ! Met penaos ?
Evel bep Sadorn diwezhañ ar miz adalek 15e, e vo aozet ar « Kafe pemp eur », un emgav evit komz brezhoneg.
Awenet eo sonioù MAAR gant broioù zo ha gant maouezed o deus rankontret. Kalz a ganaouennoù disakr a zo bet treuzkaset deus mamm da verc'h. Ur galv evit kemer perzh en dañs hag er gouel.
Ur sonadeg kinniget gant laz-kanañ Mouezh Bro Konk, renet gant Didier Dréo, a lako ac’hanoc’h da selaoù kanaouennoù hengounel eus Breizh pe a-boz pe da zañsal.
Nozvezh Kefir ha Kombucha : kaozeet vo asambles eus an evajoù go hag a vo tañvet goude-se.
Ur mintinvezh e tihun un dourgi un ton gantañ en e benn… Kreskiñ a ra ennañ ar c’hoant da glask deus pelec’h e teu an ton, ha dav war an hent ! E-barzh ar stêr, pa lâran mat !
A-dreñv dudi he forzh hag he gweledvaoù gwarezet, stêr didrouz Merrien a guzh ur sekred hag a zo dizoloet dre lusk ar chal hag an dichal : he zour glas-pers lec’h e vez gounezet istr.
Emañ Glen ha Morgana, ur selkie (boudig mor), zo o chom gant o zad e lein un tour-tan. Rankout a raint stourm ouzh ar sorserez ha sikour ar voudiged hud evit ma adkavint o galloudoù.
Displeget e vo pep tra a-hed ar valeadenn e vo dizoloet ganeoc'h an endro, an dalc'hoù tro-dro an doureier, ar gazhaoueg, ar biolieseurted hag an oberezioù lakaet e pleustr.
Lleuwen Steffan zo ur ganerez hag ur sonaozourez a orin eus Bro Gembre eo ha bevañ a ra e Menez Are. Tafod Arian (Teod Arc'hant) a gomz diwar kanaouennoù ez-ofisiel, hengounel ha kevrinus eus Kembre.
Stajig brezhoneg evit an deraouidi. Un nebeud frazennoù evit ar vuhez pemdez.
Pegiz emañ an amzer hiziv ? Deskiñ frazennoù berr evit komz diwar-benn an amzer ha pleustriñ asambles dre sketchoù.
Staj dañs hengounel kaset en-dro gant Alexandre Romieux, stummer Kenleur hag ezel kelc'h danserien Bro pourlet.
Oferenn gant kantikoù e brezhoneg
Gant Artyzen/Porrot, DigaBestr, Dufleit/Gauthier, Rozenn Talec & Yannig Noguet
Ur wech e oa ur boufoun dirollet hag un ozhac’h grignous o vevañ en ur c’hastell. Tec’het kuit an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit !
Roll ar meuzioù : kir, pred, dibenn-pred, evajoù ha kafe
Deuit d'ober anaoudegezh gant brezhonegerien all. Plijadur a vez, sur eo ha n'eo ket marteze !