Cette intégration est en fin de vie et sera définitivement retirée à la fin de l'année : suivez les instructions détaillées ici pour la remplacer.
Distreiñ

Sonadeg Jean-Luc Thomas ha Gabriel Faure

Ar sonerezh breizhat he deus beajet kalzig ha pellik deus ar skol

Digoust

Sonadeg Jean-Luc Thomas ha Gabriel Faure

Kroget e penn-kentañ miz Genver 2020 da-geñver festoù-noz evit skoazell degemer ar repuidi hag evit raktresoù kenlabour gant Bro vMali, an daouad Thomas-Faure a denn dreist-holl eus ar sonerezh da zañsal. Barrek war ar sonerezh hengounel ha dreist-holl war ar seniñ war ar prim, Jean-Luc Thomas gant e fleütoù ha Gabriel Faure e violoñs a blij dezho ar formulenn skañv ha tost-se a ro tro dezho da seniñ e lec'hioù liesseurt, dreist-holl e lec'hioù bihan war ar maez (kraouioù, chapelioù...). Pedet e oa bet an daouad evit un droiad 8 sonadeg e Polonia eus an 31 a viz Meurzh d'an 10 a viz Ebrel 2022 e 6 kêr (Zatoń Dolna, Szczecin, Poznań, Grodno, Varsovia hag Olsztyn). Asambles o deus nevez embannet o fladenn gentañ "Gwiad", e miz Mezheven 2023, gant an ti-embann Hirustica.

Mar'mousse - Kav, Bar & Resto

25 rue Adolphe Le Bail 22190 PLERIN

  • Genver 2025

    • Sul 12 20:00 - 22:30