GBB & An Taol Lañs 2021

Darvoud a bouez evit an holl vrezhonegerezed ha brezhonegerien. Aozet gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg.

MaB

Bed ar brezhoneg bodet e-pad 3 devezh eo ar festival GBB ! Brezhoneg war al leurennoù, er stalioù, war ar skrammoù ! ‘Vit c’hoari ha ‘vit deskiñ ! Brezhoneg ‘pep lec’h, war ar blasenn hag ouzhpenn !
Hag ar bloaz-mañ e vo lakaet ur yezh minorelaet all war-wel : an okitaneg !
Donemat er festival GBB !

Program : Brieg Guerveno, Barrut (Okitania), El Maout, EMEZI, Bugale Kreiz Breizh, Klew Poupon, Strollad La Obra, Modkozmik, Talec Noguet Quartet, Digabestr, Diridollou / Lavigne, Plu...
+ Tournamant mell-droad kemmesk
+ Prezegennoù
+ Karaoke gant Kentelioù An Noz
+ Filmoù chakod gant Daoulagad Breizh
+ C'hoarioù video gant Petra c'hoari ganit ?
+ Qi-gong gant Yezhoù ha yec'hed
+ Atalier diwar-benn ar stereotipoù gant Difenn
+ Traoù all !

AL leurenn-lañs evit ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg eo “an Taol-Lañs". Tonioù a bep stil a c’hell bezañ kinniget met ne vez ket asantet tonioù hengounel.

Diwar-benn al lec'h