logologo
HilfeLoading...
Mittwoch 17 November 2021, 09:00Passed
November 2021
Mittwoch 17
09:00 - 17:00

Pôle culturel de Rostrenen - Pol sevenadurel Rostrenn

48 rue Ollivier Perrin, 22110 Rostrenen
  • Côtes-d'Armor
  • Bretagne

Devezh stummadur war ar brezhoneg evit ar vugaligoù | Renabl kanet/kontet/dañset ha geriaoueg ar pemdez (Rostrenn)

Ober anaoudegezh hag en em jaojañ ur renabl kanet, kontet ha dañset ha geriaoueg ar pemdez evit ar vugaligoù e brezhoneg.
Mittwoch 17 November 2021, 09:00Passed

Ma fell deoc'h dont d'en em stummañ war an danvezioù brezhoneg ha bugaligoù, e Karaez pe Rostrenn, kinniget e vo un dervezh stummadur gant RAOK e Kreiz Breizh.

Ha setu an dervezh stummadur raktreset d'ar Merc'her 17 a viz Du etre 9e ha 5e (1 eurvezh troc'h)
da zeskiñ gerioù, frazennoù, kanaouennoù, rimadelloù ha dañsoù simpl evit ambroug ar re vihan e brezhoneg, ha-se war an tem Milbzg1 : « Ober anaoudegezh hag en em jaojañ ur renabl kanet, kontet ha dañset ha geriaoueg ar pemdez evit ar vugaligoù e brezhoneg".

Digor eo d'an holl, da lavaret eo d'an deraouidi betek ar re ampart war ar yezh. Adaptiñ a ran ar programm hervez live an dud. Digor eo d'an dud a labour e bed ar vugaligoù (magourioù, skolioù-mamm pe ar buheziñ), an arzourien a fell dezho treuzkas ar yezh dre an arzoù hag ivez d'an dud dedennet evel tad pe vamm pe c'hoazh tad-kozh pe vamm-gozh. Digor d'an holl a-benn ar fin !

Abaoe miz Gwengolo 2020 ez eo bet menegeret (référençable) war an DATADOCK va embregerezh/ kreizenn stummañ Virginie PRONOST- MILTAMM, ar pezh a dalvez e c'hellfec'h goulenn digant ho AKDA (Aozadur Kemparek Dastumer Aotreet- OPCO e galleg) kemer e karg ho stummadurioù savet ha buhezet ganen.

Evit gouzout hiroc’h pe lakaat hoc'h anv, kit e darempred gant Virginie Pronost-MILTAMM : virginie.pronost.miltamm@gmail.com pe 07.86.78.87.96

Stummadur und Bugaligoù

About the location

Pôle culturel de Rostrenen - Pol sevenadurel Rostrenn
48 rue Ollivier Perrin, 22110 Rostrenen
  • Côtes-d'Armor
  • Bretagne