Distreiñ

Pleustriñ evit ar Redadeg 2020

En em gavomp d'ar Sul ur wech ar miz evit pleustriñ asambles war redadegoù berr aes d'an holl..

Mont-tre frank

Pleustriñ evit ar Redadeg 2020

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn ! Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz...

E Sant-Brieg e vo degemeret ar Redadeg 2020, gant plijadur, eus nozvezh ar Gwener 22 d’ar Sadorn 23 a viz Mae. Abadennoù a vo kinniget d’ar Gwener evit krouiñ ur gouel da-geñver an darvoud-mañ.

Evit lakaat ar vugale e-barzh ar jeu gant eurvezhioù aesoc’h dezhe hag evit prientiñ ar rederien da redek, e kinnigomp deoc’h en em gavout, ur wech ar miz, gant ar familhoù, ar vignoned, ar re a zo sot gant ar brezhoneg, sportourien ar Sul – chañs hon eus, redet e vo d’ar Sul! – hag ar re all, evit pleustriñ asambles war redadegoù berr aes d’an holl.

Daou lec’h pleustriñ a vo kinniget a bep eil e Sant-Brieg : Traoñienn Gouedic (17/11/19, 19/01/20, 15/03/20) ha Koad Boissel (15/12/19, 16/02/20, 19/04/20).

Emgav d’an trede Sul ar miz, adalek miz Du 2019 betek miz Ebrel 2020, da 3e30 gm evit deskiñ kanaouennoù ar Redadeg. Roet e vo an testennoù d’ar berzhidi. Loc’hañ da 4e evit redek ha tro-dro 4e30 e vo kinniget ur adverenn evit ar sportourien hag o mignoned gant Skoazell Diwan Sant-Brieg pe Telenn.

Kontañ a reomp warnoc’h evit redek evit ar brezhoneg betek an trec’h!

Parc de la vallée de Gouedic

Saint - Brieuc

  • Du 2019

    • Sul 17 15:30 - 16:30
  • Genver 2020

    • Sul 19 15:30 - 16:30