Distreiñ

Emvod prientiñ ar Redadeg 2020

Deuit da gemer perzh en emvod prientiñ ar redadeg 2020 a dremeno dre Sant-Brieg d'an 22-23 a viz Mae 2020, evit ober eus an darvoud-mañ ur gouel dispar !

Mont-tre frank, digoust

Emvod prientiñ ar Redadeg 2020

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh...

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 2020 km ha dre 340 kumun e 2020

Evit ar 7vet Redadeg e 2020 e loc’ho ar Redadeg d’ar 15 a viz Mae e Karaez betek an 23 a viz Mae e Gwengamp.

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !

Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn... sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù... kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.

Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un dro vrav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Mar'mousse Kav & Bar

25 rue Adolphe Le Bail Plérin

  • Du 2019

    • Mercʼher 06 18:30 - 20:00